Oberennoù Micheau-Vernez a zo da welet en Oriant
Un diskouezadeg a zo ar mare-mañ en Oriant e palier arz ar Faouedig. Ur bochad oberennoù a Robert Micheau-Vernez, hag a oa livour, tresour, kelennour, kizellour faiañsour hag ampart àr an arz sakr a zo da welet.
Mikael Micheau-Vernez, mab an arzour ha Sten Charbonneau anavet vit bout troour, o doe kejet e Gouel ar gelted blezadoù ‘zo. Ha justawalc’h, e-pad gouel ar Gelted he deus Aodren Trehin kejet get Sten Charbonneau en diskouezadeg. Eñ anava mat oberenn Micheau- Vernez, ha kontiñ a ra deomp pegen talvoudus eo.
Moiand ‘zo dijoloiñ digoust labour an arzour betek an 21 a viz Gwenholon en Oriant.